An diskouezadeg verrbad

Al lec’h eztaol frank

Al lec’h eztaol frank

Gouestlet eo ar sal Beauséjour e Breizh Odisea d’an diskouezadegoù berrbad a laka ur vicher hag hec’h istor war wel.

NEVEZAMZER 2023

An diskouezadeg « Sonerezed & Sonerien Breizh »

Bamet e vezer o welet pegen pouezus eo sonerezh Breizh. Bro ar festivalioù eo ha betek fin ar bloavezhioù 90 e oa stank ar c’habaredoù enni hag ul lec’h dispar e oa ma veze roet da glevet sonerezhioù a bep seurt. Un istor dreistordinal zo e Breizh war dachenn ar sonerezh en deus bet ul levezon dalc’hmat war ar vuhez sevenadurel, sokial ha politikel enni.

Rak-se ez eus divizet, evit an diskouezadeg verrbad kentañ da-geñver digoradur Breizh Odisea, kinnig un dra diwar-benn sonerezed ha sonerien Breizh.

Ar sonerezh breizhat er bed a vremañ

En diskouezadeg-se e vo komzet eus istor sonerezh Breizh adalek an Henamzer, pe e vefe hengounel, klasel pe modern. Eus an delenn d’ar rap, eus ar c’hanaouennoù politikel d’ar bagadoù, eus dañsoù an teroueroù d’ar ganerien ha d’an albomoù brudet eus ar bloavezhoù 70, eus barzhed Arvorig da blas ar sonerezh breizhat er bed a vremañ…

Kaoz a vo eus an holl sujedoù-se, kinniget en un doare modern, hag ur rummad prezegennoù ha sonadegoù a vo da-heul kement ha degas un tamm diduamant. Tro ho po da zigeriñ ho taoulagad hag.