Nevenoe
Ganet e oa Nevenoe war-dro 800 en un tiegezh noblañsed uhel eus Kerne, marteze e oa kar d’ar roue Morvan. Lakaet e voe kont Gwened hag adalek 831 e voe ouzhpenn-se kannad (missus) Loeiz an Devod evit Breizh a-bezh.
Da gentañ e voe feal Nevenoe da Charlez ar Moal a gadarnaas e aotrouniezh (ducatus) war ar Vretoned e 841. Ober a reas e vad eus ar jeu a oa etre heritourien an impalaeriezh evit en em sevel enepto. En em glevet a reas gant Lambert, a oa kont Naoned, ha trec’h e voe d’an armeoù frank e 843 e Mezeg hag e 845 e Ballon.
Skoilhet e oa e aotrouniezh politikel gant an eskibien a oa dindan veli penneskopti Teurgn, rak-se e vodas ur senez e 849 evit dizornañ anezho.
Brezeliñ a rae enep ar galloud hag ober a rae argadennoù gant e armeoù e bro ar Franked. E-kerzh unan eus an taolioù-se e varvas, d’ar 7 a viz Meurzh 851, e Vendôme.
Graet en doa berzh e politikerezh p’en doa unanet ar c’hontelezhioù breton dindan un aotrouniezh hepken evit meur a gantved, gant sikour ur santimant brogarour breizhat e-mesk an dud a ouie mat e oant disheñvel e-barzh an impalaeriezh, diwar se e voe graet « Tad ar Vro » anezhañ, gant gwir abeg, gant an istorour La Borderie e fin an XIXvet kantved.