Roger Lars, Maer Landevenneg (Penn-ar-Bed)
E 2020 e oa bet boulc’het al labourioù evit adkempenn al leti Beauséjour, kreizig-kreiz BREIZH ODISEA.
Krog eo ar savadur-mañ, unan eus arouezioù Landevenneg, da cheñch diouzh mod an ekosavadurioù gant sikour ar vailhed eus Batitherm ha dindan evezh ar studi savouriezh In & Out eus Brest.
E-pad pell e oa bet dilaosket al leti Beauséjour e-kreiz ar vourc’h. Evit lakaat ar mod orinel ma oa bet savet, er bloavezhioù 30, war wel, eo bet eeunaet ar salioù ha linennoù ar savadur. Sonn, dirak al leti Beauséjour, emañ delwennoù greunit Nevenoe hag Anna Vreizh o tegemer ar weladennerien.
2 vloavezh labourioù
900 m2 adkempennet, en o zouez
450 m2 evit ar mirdi BREIZH ODISEA
150 m2 evit ar preti ha
250 m2 evit al leurenn a c’haller gwelet Morlenn Brest diwarni