Sikour ar raktres

BEZAÑ MESEN AR GERVREDIGEZH
ISTOR HA SEVENADUR BREIZH

DEUIT D’OBER TRAOÙ EVIT AR RAKTRES

Evit kas ar raktres-se da bennvat en e lodenn sevenadurel ha lakaat anezhañ da vezañ evel unan eus poloù pouezusañ istor Breizh he deus ezhomm ar Gevredigezh Istor ha Sevenadur Breizh eus ho skoazell.

En ur gemer perzh er greizenn-displegañ Breizh Odisea Landevenneg :

  • e tiskouezit hoc’h engouestl evit treuzkas istor Breizh hag Arvorig d’ar remziadoù yaouank,
  • e sikourit da ziorren ul lec’hienn digor d’an holl dud hag a aesa treuzkas gouiziegezhioù war Breizh en he holl zoareoù a-fet endro, kevredigezh hag ekonomiezh,
  • e sikourit ur raktres nevezus evit kinnig ur Vreizh kaer, en he bleuñv , kengred ha digor war ar bed, en ul lec’hienn arouezel tost da zismantroù Abati garolingat Landevenneg.
  • SIKOURIT SKIGNAÑ ISTOR HA SEVENADUR BREIZH !

    En ur vont gant Kelc’h mesened Breizh Odisea e kemerit perzh e diorroadur
    ur raktres sevenadurel gwriziennet en istor ha troet war-zu amzer-da-zont Breizh hag ar Vretoned.

    Ar mesenerezh

    DONT DA VEZAÑ MESEN A DALVEZ EVIT KAOUT SPLETOÙ KEMEDEL A-FESON

    Gwir o deus an embregerezhioù da gaout un digresk a 60% eus talvoudegezh ar roadennoù roet war an telloù war ar c’hevredadoù betek ur vevenn a 20 000€ pe a 5 ‰ (5 dre vil) eus ar c’hengreadur bloaziek pep taos er-maez (bevenn lakaet da dalvezout d’an holl baeamantaoù graet) gant un astaol hag a c’hall bezañ graet ma’z eer en tu-hont d’ar vevenn-se e-pad 5 bloaz.
    Da skouer : roadenn a 30 000€ e 2022. Digresk telloù 2022 bevennet e 12 000€ ha digresk telloù 2023 e 6 000 € bezet un digresk hollek a 18 000 € e-pad daou vloaz. Karg rik evit an embregerezh : 12 000€.

    Gwir o deus an hiniennoù da gaout un digresk a 66% eus talvoudegezh ar roadennoù war telloù ar c’horvoder betek ur vevenn a 20% eus ar ar c’horvoderioù telladus gant un astaol hag a c’hall bezañ graet ma’z eer en tu-hont d’ar vevenn.

    Ar baeroniezh

    GANT AR BAERONIEZH E C’HALLER KAOUT SPLETOÙ EVIT AN EMBREGEREZH IVEZ

    Ar baeroniezh (sponsorañ) zo ur gevrat pourchas servijoù bruderezh marc’hataet hag, evit-se, ar pouchasoù paeet a ya e-barzh kargoù didennadus an embregererezh ha gant-se ez arboeller telloù war ar c’hevredadoù kenfeuriek ouzh ur feur 10 TK (tell war ar c’hevredadoù) hag a zo da baeañ (15 pe 25% diouzh an degouezh). Ar memes pennaenn-mañ zo e talvoud evit an embregerezhioù lakaet dindan an dell war ar c’horvoder.

    Daveennoù an testennoù a denn d’an tailhoù :
    • Mellad 238 bis eus Kod hollek an tailhoù
    • Lezenn niv.2003-709 eus ar 1añ a viz Eost 2003 a denn d’ar mesenerezh, d’ar c’hevredigezhioù ha d’an diazezadurioù
    • Bofip-impôts war digresk an tailhoù evit ar mesenerezh
    • Lezenn arc’hantaouiñ evit 2020 (mellad 134)

    C’hoant ho peus da harpañ ac’hanomp ?