An hentad evit soubañ e-barzh an ijin breton

Mojennoù Breizh

An hentad dre soubidigezh
en ijin breton

Splujit e bed marzhus ar sal « Ar Marvailhoù » e Breizh Odisea, ha selaouit ar mojennoù, ar c’hontadennoù hag an arouezioù liammet ouzh al loened er bed breton ha keltiek. Savet eo ar sal-mañ evit ar re yaouank hag ar familhoù, evit kas ac’hanoc’h d’ober ur veaj varvailhus etrezek ar faltazi.

teñzorioù
al lennegezh dre gomz

War ur gartenn etreoberiat e tiskouezer lec’hioù mojennel pennañ Breizh, hag ul lienenn varzhus a ginnig deoc’h mont da glask teñzorioù al lennegezh dre gomz, ur vammenn fonnus hag a vag hon ijin bepred.

Digorit frank ar skoutilhoù ha tapit krog en obantoù, emañ an avel walarn o vont da gas ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant lec’hioù kaer ha brudet evel Enez-Avalon ha Kêr-Iz. Mordoit war-zu Tír na nÓg, evel ma vez lavaret gant hor c’hendirvi eus Iwerzhon, an enezenn a zo e gwalarn ar bed. Splujit e goudor ar c’hoadeier burzhudus ma vez pep a ene gant an traoù. Grit anaoudegezh gant boudoù faltazius, loened, gwazed ha maouezed eus ar Bed all a zo o vevañ eno. En un armel gozh, selaouit istor Maloù dihunet gant Viviana ar voudig ; hini Neven en em gavas gant ur c’horilh ; pe c’hoazh hunvre Ninog e-kerzh nozvezh Kala-Goañv…

Ul lec’h burzhudus gant un aergelc’h son ha traoù dudius ha boemus da welet evit anaout kontadennoù ha mojennoù an amzerioù kozh, teñzorioù un hengoun dre gomz a-gozh.