Er pol mirdiouriezh

ISTOR BREIZH

Un taol-arnod
dre soubidigezh

Er pol mirdiouriezh war istor Breizh ha Ledenez Arvorig Breizh Odisea e vezit pedet d’ober pe da adober anaoudegezh gant istor Breizh dre videoioù. E-barzh an div sal eus ar pol mirdiouriezh ez it en ul lec’h bannadurioù dre soubañ liesskramm en-dro da 4 film hag a ziskouez 55 mare pouezus-kaer en istor Breizh ha Ledenez Arvorig.

Gant ar bannadennoù eno e vez krouet un hentad gweladenniñ diouzh lusk ar pezh a vez bannet war ar skrammoù, an aergelc’h sklêrijenn hag an aergelc’h son.

istor Breizh adalek an Neolitik

En ur sal gentañ e c’hallot mont da-heul istor Breizh adalek an Neolitik gant ur frizenn gronologel liesvedia. Eno e reot anaoudegezh gant Breizh er mareoù kozh (-700 000 a-raok JK betek 750 goude JK), Breizh dizalc’h (830-1532) betek Breizh deuet da vezañ ur broviñs e Frañs, etre emrenerezh ha harzusted (1532-1789).

En eil sal e vo kontet an XIXvet hag an XXvet kantved : Breizh diverket diwar ar c’hartennoù (1789-1914), Breizh etre an disheol hag ar sklêrijenn (1914-1950) ha Breizh o tihuniñ (1950-2018).

Fellet ez eus d’an dud o deus roet lañs d’an dra-mañ kinnig Istor ha Sevenadur Breizh er mod fealañ hag akademekañ ma c’haller. Diazezet eo ar pezh a gaver amañ war ur c’huzul skiantel ennañ istorourien anavezet. Ur youl a zoujañs, a objektivelezh hag a neptuegezh, setu aze sichenn an oberoù kaset da benn gant Breizh Odisea.

Dont a ray Breizh Odisea da glokaat ar pezh a gaver el lec’hioù sevenadurel war dachenn istor Breizh, evel Mirdi Breizhek an Departamant e Kemper, Mirdi Breizh e Roazhon ha dreist-holl Mirdi an Abati Kozh e Landevenneg.