Hon 2 zelwenn

NEVENOE & ANNA VREIZH
A ZEGEMER AC’HANOC’H

PIV EO HON DELWENNOÙ ?

Sonn, dirak al leti Beauséjour, emañ delwennoù greunit Nevenoe hag Anna Vreizh,
deuet da greñvaat pouez aroueziel al lec’h-mañ ha da zegemer gweladennerien BREIZH ODISEA.

Nevenoe

Ganet e oa Nevenoe war-dro 800 en un tiegezh noblañsed uhel eus Kerne, marteze e oa kar d’ar roue Morvan. Lakaet e voe kont Gwened hag adalek 831 e voe ouzhpenn-se kannad (missus) Loeiz an Devod evit Breizh a-bezh.

Da gentañ e voe feal Nevenoe da Charlez ar Moal a gadarnaas e aotrouniezh (ducatus) war ar Vretoned e 841. Ober a reas e vad eus ar jeu a oa etre heritourien an impalaeriezh evit en em sevel enepto. En em glevet a reas gant Lambert, a oa kont Naoned, ha trec’h e voe d’an armeoù frank e 843 e Mezeg hag e 845 e Ballon.
Skoilhet e oa e aotrouniezh politikel gant an eskibien a oa dindan veli penneskopti Teurgn, rak-se e vodas ur senez e 849 evit dizornañ anezho.
Brezeliñ a rae enep ar galloud hag ober a rae argadennoù gant e armeoù e bro ar Franked. E-kerzh unan eus an taolioù-se e varvas, d’ar 7 a viz Meurzh 851, e Vendôme.

Graet en doa berzh e politikerezh p’en doa unanet ar c’hontelezhioù breton dindan un aotrouniezh hepken evit meur a gantved, gant sikour ur santimant brogarour breizhat e-mesk an dud a ouie mat e oant disheñvel e-barzh an impalaeriezh, diwar se e voe graet « Tad ar Vro » anezhañ, gant gwir abeg, gant an istorour La Borderie e fin an XIXvet kantved.

Anna Vreizh

Ganet e oa d’ar 25 a viz Genver 1477 e Kastell Duged Breizh e Naoned, d’ur mare ma oa stenn an traoù etre Dugelezh Breizh ha Rouantelezh Frañs. Ha hi yaouank e teuas da vezañ Dugez Breizh, Kontez Moñforzh hag Etampes. Klask a reas meur a briñs dimeziñ ganti, prometet e voe meur a wech ha delc’her a reas da wareziñ Dugelezh Breizh. Goude bezañ dimezet teir gwech, en o zouez ur briedelezh diaes-tre gant Charlez VIII, e teuas da vezañ Rouanez Frañs. Pa zimezas evit ar wech diwezhañ gant Loeiz XII e lakaas delc’her gant dizalc’hiezh Dugelezh Breizh hag he statud difer e-keñver Rouantelezh Frañs. Gant he statud evel « Mamm » Rouantelezh Frañs eo chomet evit ar Vretoned ar souverenez vras diwezhañ eus Breizh.

Un taol-mestr eo an delwenn-mañ, taolennet eo Anna Vreizh en un doare stilekaet, mesk-ha-mesk gant koantiz, nerzh hag arouez diwezhañ dugez Breizh.

Ar sifroù pennañ

Nevenoù

  • Uhelder : 5,30 metr
  • Pouez ar bloc’h greunit orinel : ouzhpenn 19 tonenn
  • Orin ar greunit : Greunit glas breizhat eus Lanhelen
  • Pouez an delwenn : war-dro 10 tonenn
  • Kizeller : Jean-Philippe DREVILLON

Anna Vreizh

  • Uhelder : 4,70 metr
  • Pouez ar bloc’h greunit orinel : ouzhpenn 19 tonenn
  • Orin ar greunit : Greunit glas breizhat eus Lanhelen
  • Pouez an delwenn : war-dro 10 tonenn
  • Kizeller : Raphaël MARIEN

TRAOÑIENN AR SENT

E Traoñienn ar Sent eo bet savet hon div zelwenn. Pal ar gevredigezh-se eo lakaat sevel delwennoù meur war dosenn Kenekilheg, e kumun Karnoed.

Ul lec’h buhez ennañ eo, ma lakaer greunit Breizh war wel. Ur gwir glaoustre evit an dud eo hag a sell ouzh an arz hag an ekonomiezh ivez, douget e vez gant ar Gevredigezh Traoñienn ar Sent a zo anavezet evel kevredigezh a laz hollek war dachenn ar sevenadur. Re-bar eo Traoñienn ar Sent ouzh Enez Pask giz Breizh, krouet eo bet evit bodañ war-dro 1000 delwenn eus Sent diazezerien Breizh ha, gant ur greizenn kelaouiñ ha titouriñ, labourat evit saveteiñ ha lakaat brudañ ar sevenadur pobl liammet ouzh ar Sent vreton dre ar c’hrouiñ arzel.