BREIZH ODISEA

UL LEC’H SEVENADUREL NEVEZ E BREIZH

HOR 4 EGORENN

Er pol mirdiouriezh Breizh Odisea e vez lakaet war wel kement a ya d’ober sevenadur hag istor Breizh, re an amzer dremenet, an amzer a vremañ hag an amzer da zont, en-dro da  4 egorenn diskouezadegoù dre soubañ ha bannadurioù.

Ur weladenn e kalon liesseurted Breizh, evit ober anaoudegezh gant he neuzioù lies hag an danvez a zo enni.

HON 2 ZELWENN

Sonn, dirak al leti Beauséjour, emañ delwennoù greunit Nevenoe hag Anna Vreizh, deuet da greñvaat pouez aroueziel al lec’h-mañ ha da zegemer gweladennerien BREIZH ODISEA.

NEPELL AC’HANN

Grit anaoudegezh gant lec’hioù touristerezh an trowardroioù ha splujit e-barzh hor glad hag hon istor breizhat.

AL LABOURIOÙ WAR AR STERN

E 2020 e oa bet boulc’het al labourioù evit adkempenn al leti Beauséjour, kreizig-kreiz BREIZH ODISEA