Breizh odisea, petra eo ?

Hep dec’h ha warc’hoazh,
hiziv ne dalv ket c’hoazh.

Pêr-jakez Heliaz

Breizh
Odisea

Ur poent gwriziennañ, eskemmañ ha treuzkas evit sevenadur Breizh hag ar Vretoned. Ur gwir raktres sevenadurel hag ekonomikel eo Breizh Odisea, awenet gant an istor evit sevel hon amzer-da-zont boutin.

E bal : skignañ danvez istorel Breizh, abaoe ar mareoù koshañ betek dibenn an XXvet kantved, ha lakaat an dud da ober anaoudegezh gant Breizh hiziv, en ur lakaat war wel an holl draoù a c’haller ober enni, he ferzhioù kaer hag an traoù a c’hall c’hoarvezout enni !

Hor c’hoant

KENLODAÑ HA TREUZKAS SEVENADUR HA HEREZH BREIZH
EVIT SIKOUR SEVEL BREIZH WARC’HOAZH.

Treuzkas

Hêred un istor puilh ha dibar omp ha krediñ a reomp ez eo hon dlead treuzkas ar glad kozh-douar-se. Treuzkas hor glad hag hon amzer dremenet evel sichenn hon amzer-da-zont d’ar remziadoù nevez zo traoù a bouez evidomp.

Talvoudekaat

Evit sevel hor raktres hon eus c’hoant da lakaat war wel merkerioù diazez hor sevenadur hag hon identelezhioù, da ginnig un doare sklaer da welet an istor hag hon hêrezh lies, ha da dalvoudekaat glad naturel ar broioù e Breizh.

Kenlodañ

Evel un nor da vont war-zu ur bed ma vez danevelloù, istorioù ha soñjoù o virviñ, hor pal eo reiñ titouroù ha keleier ha skignañ anezho evit ma c’hallo pep hini tapout krog enno, en o liesseurted hag en un doare objektivel, ha lakaat ar vreizhadelezh da greskiñ.

Ar raktres Breizh Odisea

Breizh Odisea zo a-raok pep tra ur greizenn displegañ diazezet e Landevenneg, war lez morlenn Brest e Breizh. Hor pal eo sikour lakaat glad, sevenadur hag istor Breizh war wel ha lakaat kalz a dud d’o c’hompren gwelloc’h, en ur lakaat sevel fromoù enno ha lakaat anezho da brenañ skiant e-pad ar gweladennoù.

Hon diazezoù

An dizalc’hiezh

Peogwir hon eus c’hoant da vezañ ha da chom dieub ha ouesk, Breizh Odisea he deus ur statud embregerezh. Ar raktres Breizh Odisea zo ur patrom ekonomikel arc’hantus hag he fal eo talvoudekaat istor ha sevenadur Breizh war un dro. Gant-se e c’hall sikour diorren Breizh en ur ober traoù evit mad ar vro hag ar Vretoned.

Ar reizhegezh

Peogwir e labouromp evit ur gaoz hag ur c’hoant a zo dreist deomp e fell deomp kinnig istor ha sevenadur Breizh ar fealañ hag ar reishañ ar gwellañ.

Setu perak e kemer harp ar raktres Breizh Odisea war ur c’huzul skiantel a zo ennañ istorourien, skoazellet gant ar gevredigezh « Istor ha Sevenadur Breizh », ur gevelerez dave anavezet anezhi, harpet ivez gant Kuzul-rannvro Breizh, Brest douaroù ar Meurvor, hag ivez gant Kumuniezh-kumunioù Gourenez Kraozon – Aber ar Stêr-Aon. Diazezet eo an holl raktresoù diorroet gant Breizh Odisea war ar c’hoant da vezañ neptu, reizh ha feal da sevenadur Breizh.

Ober anaoudegezh gant hor c’hevelerien

An uvelded

Peogwir e ouzomp ez eus ur gwir ekoreizhiad obererien, hon eus c’hoant da ober traoù, war hon tachenn ha gant uvelded, e-kichen hag ouzhpenn al lec’hioù sevenadurel a zo dija er vro, evel mirdi an Abati gozh, mirdi Breizh e Roazhon pe c’hoazh Mirdi breizhek an departamant e Kemper. Pep hini a c’hall c’hoari ur roll evit treuzkas ha talvoudekaat hor glad en e vod.

Rak c’hoant hon eus da zegas hol lodenn ha da sikour sevel ur Vreizh a vremañ digor war hec’h istor ha war bed an holl draoù a c’haller ober enni. Gant ur spered objektivel hag ur c’hoant da vezañ digor d’an holl gizidigezhioù eo diazezet hon ober war ar soñj e labouromp evit mad an holl, gant ur sell hollek ha kenlodet.

An digoradur

Peogwir e kredomp ez eo ar sevenadur ur mad boutin hon eus c’hoant da ober eus Breizh Odisea ur raktres digor d’an holl : evit ar Vretoned a orin, ar Vretoned a galon, an dud a gar Breizh, pe evit an dud kurius, tra ken.

Evit an dra-se ez eus bet choazet gant Breizh Odisea implijout teir yezh pennañ evit he holl vinvioù hag he fanelloù : ar galleg, ar brezhoneg hag ar saozneg ; en ur reiñ ur plas dereat d’ar gallaoueg. Evit ar pal-se eo ivez e saver ar raktres en ul lec’h, e Landevenneg, hag ivez enlinenn gant ul lec’hienn Genrouedad ha gant rouedadoù sokial, dre sevel un egorenn gumuniezhel niverel.

Ar perc’hennañ

Peogwir e kredomp e tle ar sevenadur bezañ tra ar brasañ niver ha dreist-holl tra ar remziadoù yaouank hag ar Vretoned nevez, hon eus c’hoant da ober eus Odisea ur raktres a c’hall pep hini tapout krog ennañ. Ar raktres, digor d’an holl re o deus c’hoant da gemer perzh ennañ, zo ul lec’h ma c’hall pep hini embann e soñjoù en e frankiz , ma c’hall an holl dud en em adkavout ha degas o lod ennañ en o mod.

Istorourien, embregerezhioù, annezidi, arzourien, remziadoù yaouank… gant Breizh Odisea oc’h pedet da dapout krog en istor ha sevenadur Breizh, evit sevel a-gevret an amzer-da-zont hag un avantur boutin.

Harpañ ar raktres