Perak e landevenneg ?

AROUEZELEZH HA DILESTED
UL LEC’H HEP E BAR

Gourenez Kraozon

War roudoù orin Breizh, e-kreizig-kreiz Park Natur Rannvroel Arvorig, e tiskouez gourenez Kraozon bezañ penn ar bed Penn-ar-Bed.

Bez’ eo ur c’hornad natur a wellentez, ma’z eus palmez ha gwez-albizia e-kichen an hortensiaoù, ma vez ar mor o luskellat hec’h aod roc’hellek, he c’hoadeier, he lanneier hag he mirva natur.

Er c’hourenez e kinniger un dibab bras a obererezhioù diavaez, hag ar raktres Breizh Odisea a zegas c’hoazh un dra ouzhpenn.

Gweladenniñ ar c’hourenez

Landevenneg

Landevenneg, evel un nor evit ober anaoudegezh gant gourenez Kraozon, a oa ul lec’h arouezel e penn-kentañ Breizh. Diazezañ a reas kêr he finvidigezh en hec’h abati a oa bet savet er Vvet hag er VIvet kantved, e-lec’h ma veze graet « Kalon Breizh » anezhi. En Abati Landevenneg, diazezet gant sant Gwennole, un dudenn relijiel vojennel, e voe skrivet unan eus teulioù pouezusañ istor Breizh : diellevr Landevenneg.

« An danvez istorel a c’haller tennañ anezhañ zo ennañ, war vete nebeut, an holl draoù a ouzer diwar-benn Kerne a-raok an IXvet kantved ha pourchas a ra ul lodenn bouezus eus an anaoudegezh deuet betek ennomp war ar Vretoned eus an Enez o’n em staliañ en Arvorig. » Arthur de La Borderie.

Da welet e-kichen

Al leti beauséjour

E-kreizig-kreiz bourc’h Landevenneg e kemer buhez raktres Breizh Odisea en ur savadur arouezel, dilezet ouzhpenn 15 vloaz zo : al Leti Beauséjour.

Adkempennet eo bet al leti-se gant ar studi savouriezh In&Out eus Brest, en ur deuler evezh da virout e linennoù orin, en ur zegas un tamm modernelezh. Evit reneveziñ al leti Beauséjour eo bet enframmet holl elfennoù an touristerezh padus hag ar vonedusted, en ur zerc’hel kont eus an eko-sevel gant skoazell mailhed.

Gant delwennoù greunit Nevenoe hag Anna Vreizh, staliet dirak al leti Beauséjour, e vez degemeret ar weladennerien. Dont a reont da greñvaat tu arouezel al lec’hienn.

En em gavout gant hon delwennoù

« Klaoustreañ war lec’hioù karget dija a istor hag a gaerded naturel, lakaat anezho war wel ha reiñ anezho en-dro d’ar geodedourien, kement-se zo un taol kaer ken evit an amzer-vremañ, ken evit an amzer-da-zont. »

François Legault, Kentañ Ministr Kebek.