KRENNLAVAR BREIZH
E Landevenneg, e Gourenez Kraozon, eo lec’hiet Breizh Odisea, m’emeur oc’h ober labourioù bremañ. E bal eo dont da vezañ ur gwir boent gwriziennañ, eskemmañ ha treuzkas evit Breizh dec’h hag hiziv.
E 2023 e tigoro ar greizenn-displegañ liesdoare-se dorioù glad, sevenadur hag istor Breizh. Adalek mojennoù Breizh en ur dremen dre brantadoù bras Istor Breizh, betek bed an holl draoù a c’haller ober evit Breizh a vremañ, Breizh Odisea a ginnig deoc’h soubañ e-barzh !
Etre soubañ e sevenadur Breizh a-hed an oadvezhioù hag ur raktres desavadurel, deuit ‘ta da ober anaoudegezh gant 4 lec’h gweladenniñ dre soubidigezh, ur preti hag a sko war vorlenn Brest pe c’hoazh ur boutikl dibar… Prometiñ a ra Breizh Odisea lakaat an holl Vretoned a orin pe a galon, an dud tik ganti pe an dud kurius da vevañ un taol-arnod ha ne vo ket ankounac’haet ganto !
Grit anadoudegezh gant istor ha sevenadur breizh
dec’h, hiziv ha warc’hoazh !
Gwriziennet-mat hag awenet gant hon istor, krouomp a-gevret Breizh warc’hoazh ha diskouezomp d’ar peurrest eus ar bed kened ha meurded hor glad, hon istor hag hor sevenadur.